Novorossiya (kevredad)


Raktres Novorossiya
  • ██ Tiriadoù Republikoù-Pobl Donetsk ha Louhansk
  • ██ Astenn d'ar raktres
  • Banniel brezel
    Skoed ardamez

    Novorossiya, Rusia Nevez (rusianeg : Новороссия [nəvɐˈrosʲɪjə] ; ukraineg : Новоросія, romanekadur : Novorosiia [novoroˈsijɐ]), anvet ivez "Unvaniezh ar Republikoù Pobl" (rusianeg : Союз народных республик Soyuz narodnykh respublik [sɐˈjuz nɐˈroːdnɨx rʲɪˈspublʲɪk] ; ukraineg : Союз народних республік, romanekadur: Soiuz narodnykh respublik [soˈjuz nɐˈrodnɪx resˈpublik]) a oa ur c'hevredad graet etre Republik Pobl Louhansk ha Republik Pobl Donetsk e reter Ukraina, an div o vezañ tuet gant Rusia.

    Krog e oad d'ober anv eus "Novorossiya" e deroù ar stourmoù e reter Ukraina. Meneg zo gant Novorossiya eus un tiriad eus Impaleriezh Rusia a oa bet aloubet gant Kozaked ha Turked. Eno e oa bet broudet Rusianed da zont da vevañ. Rusia hiziv-an-deiz a implij ar meizad-se evit bountañ d'un torr etre an tiriadoù-se hag ar peurrest eus Ukraina e Donetsk ha Louhansk.


    © MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search